ekoFOAR 2012 / MARC’HAD ARTIZANED HA PRODUKTOURIEN AR VRO

« Souten, dizoleiñ, lakaat perzhioù dibar ar vro war wel »
D’ar sul 29 a viz Ebrel 2012 adalek 10e00 mintin ha betek 6e00 noz
E bourc’h Plogastell-Sant-Jermen

Aozet e vez an Ekofoar gant Skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen ; ur skol vamm Diwan nevez hag an hini nemeti e bro vigoudenn. Ur fest “eko- keodedel” ha foran eo an ekofoar gant e bal dezhi zo souten bevezerezh produioù ar vro, eskemm mennozhioù ha doareoù d’ober, ober anaoudegezh gant artizaned ha kevredigezhioù.
Setu framm kentañ an eil ekofoar ma vefemp laouen d’ho keveliñ ganeomp. Evel-se e kemerimp perzh evit kenvevañ gwelloc’h, en ur bed gwelloc’h ha doujusoc’h d’ar remziadoù da zont.

Kinnig a reomp deoc’h dizoloiñ :

Produktourien ha pleuskerien ar vro,
Kenverzhourien : gwerzherien spisoù, kigerien, marc’hadourien-bleunioù,
Savourien c’hoarioù ha c’hoarielloù savet e koad ha gant an dorn penn-da-benn, e Penn-Ar-Bed.
Artizaned ha savourien bravigoù unel ha dibar
Livourien awenet gant ar mor, ar bigi, ar maezioù, ar chapelioù…
Dilhad e danvez kotoñs bio evit ar vugale koulz hag ar re gour
Dafar e liamm gant bed ar boupiged
Annezadur hag an annezadur ekologel
An hevoûd, ar yec’hed
Kevredigezhioù

Roll an abadennoù :

a-hed an devezh : un ti-feurm bihan, Dizoleiñ ar c’hoari galoj, C’hoarioù breizh, C’hoarioù aozet gant kumuniezh kumunioù bro viboudenn uhel, Sonerezh
Prizioù dieub evit ar stalioù ; derc’hel ur plas pe evit muioc’h a ditouroù : 06-32-29-57-32
10e30 baleadenn e Brezhoneg, dizoleiñ ar gerioù asambles gant ar gwennodennoù gant Loïc Jade
11e00 deskiñ fardañ produioù da gempenn an ti. Stal kaset en-dro gant kumuniezh kumunioù bro vigoudenn uhel
11e30 dizoleiñ ar plant mat da zebriñ war vord an hent, gant Teia
2e00 goude merenn (g.m) gounezerezh padus, an dazont ? gant « paysage vivant »
3e30 g.m displegadenn : Diwan hag ar soubidigezh : peseurt disoc’h ? gant Eliane Kerjouan
4e00 g.m stalig Weka Weka evit ar vugale etre 4 ha 10 vloaz ; haleg pleget gant Anne Bourlet
6e00 g.m pouezadur al lastez ha digor-kalon ha sonnerezh e tavern an EkoFoar
Boued geotdebrer ha bio war al lec’h, kafe, te, krampouezh, chug avaloù, bier ar vro

Em enskrivañ: goulenn an teuliad hag adkas anezhañ da:
Stéphanie RAOUL Foar DIWAN Ty blocou-29710 POULDREUZIG (06-75-23-47-95)

Mont e-barzh: 1€ ; digoust betek 16 vloaz
Aozadur: kuzul-skoazell skol Diwan Plogastell-Sant-Jermen