Galv da dud dar vugale, mignoned ar skol, tud a youl vat dedennet…
Keneiled ker,
Distro e vo Fest Noz Vras Kalanna (aozet gant Eveljust ha Ti Ar Vro Kemper) d’an 31 a viz Kerzu 2016. Dibabet o deus an aozerien gouestlañ an hanter eus gounidoù ar gouel-mañ da raktres digoradur an 3de skol Diwan e Kemper*. Divizet en deus eta Kuzul Skoazell Diwan An Erge Vihan kemer perzh e aozadur ar gouel.
Kemeret eo bet e-karg gant ar c’huzul skoazell aozadur ar pred a vo servijet an nozvezh-se. Ur pred krampouezh an hini a vo kinniget d’an dud, teir c’hrampouezhenn viaouet ennañ. Ar predoù a vo holl rakwerzhet hag ar pal a zo servij etre 200 ha 300 anezho. Aozadur ar pred a vo kaset gant ur c’hrampouezher a-vicher a labouro a youl vat ha dav eo deomp kavout krampouezherien(ezed) a youl vat evit fardañ, gwarnisañ ha servij ar c’hrampouezh. War-dro 20 den bennak a vo ezhomm, 10 o fardañ, 5 o servij ha 5 evit erlerc’hiañ pa vez ezhomm. 10 billig bennak a vo ret kaout hag e rankint bezañ pourvezet gant an dud a youl vat.
N’eo ket niverus a-walc’h izili ar c’huzul skoazell evit kas da benn e unan al labour-mañ ha soñjet hon eus tuta e-barzh rouedad Diwan Kemper en e bezh. Kas a reomp al lizher-mañ deoc’h hiziv evit goulenn gant ar re a zo prest da gemer perzh lakaat o anv en daolenn DOODLE meneget amañ http://doodle.com/poll/3iax7unmterbusmw pe o skrivañ da yannguillamot@hotmail.com .
Respontit buan evit ma c’hellfemp sevel diouzhtu ar skipailhoù ha bodañ an holl e miz Du, a-gevret gant ar c’hrampouezher a-vicher, a-benn lakaat an holl e-barzh ar jeu ha gellet kehentiñ war danvez ar pred, ha digeriñ ar prantad rakprenañ.
Evit aoazadur hollek Kalanna ez eus ezhomm ivez da gaout un niver bras a dud a youl vat war postoù all: mont-tre, tavarn, sikour, surentez…Lakaat a reer e anv dre an daolenn doodle pe ar chomlec’h e-mail ivez.
Trugarez ivez da vrudañ ar gouel o skignañ an titouroù dre ar skritell, ar bajenn www.facebook.com/KalannaKemper/ al lec’hienn http://www.fest-noz-kalanna.org/
Spi hon eus e voc’h niverus evit dont da skoazellañ an 3de skol.
Gant hor gwellañ gourc’hemennoù.
Evit ar c’huzul skoazell
Yann Guillamot
Mont a ra ar raktres trede skol e karter an Erge Vihan war-raok, Pal ar raktres a glask respont da ezhommoù Diwan e Kemper :
– reiñ an tu d’an niver a vugale skoliataet e Diwan da greskiñ e kêr Gemper pa vez leun an div skol a zo bremañ ;
– en em staliañ en ur c’harter e-lec’h ma n’eus skol dre soubidigezh ebet ;
– kreñvaat hentenn Diwan e Kemper hag er c’humunioù tro-dro,
Ur skipailh a zo bet savet e Du 2015 evit kas ar raktres da benn, Krouet eo bet ur c’huzul skoazell, Kuzul Skoazell Diwan An Erge Vihan, E bal a vo :
– kavout ul lec’h evit staliañ ar skol ;
– bodañ ar familhoù dedennet er c’harter en-dro d’ar raktres ;
– dastum an arc’hant a zo ezhomm evit lakaat ar skol da vevañ evel termenet gant kengevredad Diwan,
Darempredoù a zo gant an ti-kêr evit kavout ul lec’h, N’eus diskoulm ebet evit ar mare, met santet ur gwir youl da vont war-raok, Familhoù dedennet a zo, hag ar pal a 14 skoliad enskrivet goulennet gant Diwan ne rankfe ket bezañ re ziaes da dizhout,